Botoù-koad > court-métrage / short film > 17min

Ken-produit ar film diwar-benn "ar vuoc'h" implijet e Breizh !

Visueel van project Botoù-koad > court-métrage / short film > 17min
Geslaagd
75
Backers
23/01/2015
Einddatum
€8.080
Voor €8.000
101 %

Botoù-koad > court-métrage / short film > 17min

"Ce projet est très beau, il faut absolument le faire. Vous avez tout mon soutien et toutes mes amitiés"

 

Coline Serreau

 

"Magnifique projet sur le respect de la différence, la beauté de la différence mais aussi l'âme de l'Homme. Matyas a tout pour porter à bien ce film et nous le faire partager. Soutenez-le maintenant"

 

Béatrice et Jean-Paul Jaud

 

                           Message_mat-1417686290

 

 

Un nebeut mizioù zo 'm eus sinet gant Pierre Mathiote,produer Cinérgie Productions , evit seveniñ ar film-faltazi "Botoù koad" am eus ijinet ha skrivet.

 

 

Diwar-benn punijenn "ar vuoc'h" eo istor ar film ( ar redi da zerc'hel ur votez koad tro -dro ar gouzoug pa gomzed brezhoneg).

 

Desket 'm eus brezhoneg a-drugarez da Stumdi hag ur gwir plijadur eo bet din deskiñ yezh ma zud-kozh, ur yezh ken pinvidik ha ken brav ha ma 'm eus ezhomm da vont pelloc'h ganti bremañ.

 

Kroget omp da glask arc'hant ha poent eo bremañ steuñviñ ar filmañ e nevez amzer 2015.

 

Evit dont a-benn d'en ober hon eus ezhomm kevelerien nevez hag ouzhpenn eo pouezus din e vefe douget raktres Botoù koad gant un emsav. Meur a skinwel he deus gouestlet labourat ganeomp ha kalz a gevelerien a zo a-du gant seveniñ ar film "Botoù-koad".

 

Trugarez vras d'an holl o deus kemeret perzh er raktres, diskouez a reont pegen pouezus eo dezho e vefe savet ar film-mañAn unaniezh a vo ur brouenn ouzhpenn eo poent bras kinnig ur patrom all evit dazont hor yezhoù.

 

« L’âme d’un peuple vit dans sa langue ». (Johann Wolfgang Von Goethe)  

 

 

    Mat-camera-1416646951

 

Emouez on ouzh ar garg-mañ hag ouzh kenarroud ar film setu perak on laouen bras ouzh ho pediñ da gemer perzh e seveniñ ar film-mañ.

 

Matyas Le Brun

 

     

                           Posons_contexte-1417686301

 

E pep lec'h er bed eo bet trevadennet pobloù dre abegoù disheñvel diouzh pep rann an douar ha pep bro.

 

Punijenn ar vuoc'h zo bet implijet e-pad ouzhpenn ur c'hantved evit kas da benn ur menn heñvelekaat yezhel. Efedus eo bet, ha gant efedoù mantrus.

 

Ur yezh, well-wazh, a vez kollet bep miz c'hoazh. Dibarderioù yezhel prisius o deus ar yezhoù-se, liammet gant an tiriadoù ma vezont komzet, an natur, an traoù implijet hag all... hag a zo kollet da vat.

 

 

    Photos-2-1416593039

 

Met da gentañ tout eo un doare da welet ar bed hag a vez kollet. Ar bedelaat a drezoug ul lakaat ingal hag a zistruj gweledoù a bep seurt an den.

 

"Ar vuoc'h" zo bet implijet gant ar samied, e meur a bobl vinorel e Amerika, e Kembre, e Iwerzhon, e Walloni, e pep lec'h e Afrika, e Japan hag e Suamerika evit kas da get ar yezhoù minorel. E Breizh eo bet implijet betek ar bloavezhioù 60 gant an deskadurezh-Stad.

 

 

Breton-1902-062b-1416592159

                                

 

Divizet 'm eus neuze skrivañ ur film produet gant Cinérgie Production hag a vefe diwar-benn an danvez poanius-mañ.

 

Un dever a vemor eo ha ret eo ober gantañ da gompren, da vezañ anavezhet ha dreist holl da vont war-raok gant ur yezh hag a goll yezherien bemdez.

Ar film a zifen eo an diforc'helezh ur vammenn zihesk a binvidikaerezh. Ken niverus ha ma vez ar yezhoù war ar bladenn-mañ e tellezont hon doujañs rak bez ez eus anezho.

Lañsañ an dastum evit seveniñ ar film-mañ a ziogel e vo douget an tem-mañ gant ur strollad tud hag a fell dezho gwelout tabutoù fetis dont da vad.

 

   Photos-1416652879

    

 

                               Istor_film-1417686313

 

Er mare-mañ e Breizh. Ur vamm a gas he mab 7 vloaz et ti e dad-kozh a vev e-unan en un ti mein e kreiz ar c'hoad. M'en deus an tad-kozh asantet ober war dro e vab-bihan e nac'h koulskoude komz gantañ rak ar paotrig a gomz brezhoneg nemeken, yezh bugaleaj an tad-kozh a zo karget a soñjoù displijus.

A-hed an dibenn sizhun e teu en dro soñjoù eus mare ar skol, ha ganto poan ur rummad a-bezh: Arabat komz brezhoneg. Dont a raio ar pare tamm ha tamm dre ma vezont oc'h eskemm.

 

Hervez un istor gwir (pe meur a hini).

 

     Bk-illu-arbre-2-1416602931

 

(Tresadennoù Johanna Bessière)

 

                                Pourquoi_ce_film-1417686327

 

Gant ar film-mañ e fell deomp onoriñ ar rummad-mañ en deus douget un heñvelaat yezhel gant e ouiziegezh pe get.

 

 

Ha gall' a reomp cheñch ar patrom ha dioren ur bolitikerez yac'h ar yezhoù ?

Ha Gall a reomp kompren o deus hor bugale ezhomm eus gwrizioù solut evit kavout o identelezh ?

Ha Gall a reomp asentiñ e vevfe ur bobl en he yezh hep bezañ gwelet evel tud strizhkredik, kilstourmerien,sponterien, broadelourien, dizalc'herien.

 

Ar goulenn a zo savet gant ar fim eo : ha gall a reomp asentiñ ?

 

Pcubre029cy00014-1-1416592123

 

 

  

 

Bk-board-2-1416591564

 

(Tresadennoù - Johanna Bessière)

 

   Date_tournage-1417686337

 

En nevez amzer 2015 e vo ar filmañ e Kreiz Breizh, en ur mirdi evit prantad penn kentañ an XXkv hag en un ti-feurm e kichen ur c'hoad evit prantad an amzer a vremañ.

 

    Musee-de-l-ecole-rurale-en-bretagne_billboard-1416592356

 

                                      Musee-ecole-rurale-1416592371

 

 

    Vieille_ferme-1416592338

    Photos-3-1416601251

 

 

                                                Trilogie-1417686350

 

Botou-koad zo lod eus un drilogiezh hag a zo "komzit" he zitl. Pep film a zegaso ur goulennata disheñvel liammet gant ar brezhoneg en amzer a-vremañ.

 

 

Padelezh ar filmoù berr a raio ur film hir e teir lodenn hag a c'hello bezañ skignet er skinwel ha war DVD hag impljet er skolioù.

Un digarez eo an drilogiezh evit ma sevenin meur a filmoù berr araok seveniñ ur film hir.

 

 

                     Eco-produit-1417686358

 

Ur film eko-produet e vo, pouezus eo din bezañ a-unan gant talvoudoù a-vremañ : adaozañ, armerzhañ, adarverañ. 

 

   Ecoprod_une1-1416602754

 

 

                 Combien-1417686366

       

 

100 00 € eo budjed ur film evel Botoù-Koad, Ar goproù, ar frejoù hent, ar gwiskamantoù ,ar c'hinklañ, an dafar klewelet ha son, ar boued had ar skodennoù implijad a zo ennañ.

 

 

 

Distribu_-1417686374

 

Gant ar skinweloù o deus kemeret perzh er raktres.

 

Hag ivez :

 

- E festivalioù filmoù-berr, e Breizh hag e brouioù estren

- Er skolioù hag o do c'hoant d'e implijout evel dafar pedagogel

- Gant kevredigezhioù ha sinemaioù hag o do c'hoant e skignañ

- War ar rouedad

- DVDioù a vo great gant an drilogiez

 

     Salle_cin_ma-1416600859

 

 

Pajenn diwar-benn Matyas Le Brun : matyasreal.wordpress.com

 

 

Mat-portrait-neige-1416646976

Waar dient de collecte voor

Ma vez degemeret pep skoaziadenn hag a zo bet goulennet e sikouro an arc'hant dastumet gant KKBB da dizhout ar pal hon eus : ober ur film a-vicher.

 

Ma ne vez ket degemeret pep skoaziadenn gortozet e vo hollbouezus an dastum -mañ rak hep ho sikour e vo kalz diaesoc'h dont a-benn d'ar raktres.

 

E-se, evel oberour-sevener ar film, e c'houlennan gant an holl -re o deus c'hoant e vefe klevet hor c'hemmenadenn da gemer perzh en hor raktres. Trugarez evit ho perzhiañ.

Kies je beloning

Een gift doen

Ik geef wat ik wil